Mont d’an endalc’had

Denez (pab)

Eus Wikipedia
Denez
Pab an Iliz katolik roman

Dilennet da bab 22 a viz Gouhere 259
Dibenn e baboni 26 a viz Kerzu 268
En e raok Sikstus II
War e lerc'h Feliks I
Roll ar bibien : kronologiezh · hervez al lizherenneg


Denez, pe Dyonisius hervez e anv latin, a oa ar 25vet pab, en IIIde kantved. Gresian a orin e oa moarvat.
Diuzet da bab (259-265) goude heskinadeg impalaer roman Valerian ma oa bet lakaet d'ar marv kalz kloer roman, e rankas adframmañ aozadur an Iliz kristen. E 262 e kouvias an eskibien evit bodañ ur sened e Roma evit lakaat ar fae ouzh an isurzhiatouriezh. Eskemm a reas lizhiri gant ilizoù ar Reter, dreist-holl gant Iliz Aleksandria. N'ouzer ket hag-eñ eo bet merzheriet.

Gouel : 26 a viz Kerzu